Laboused, bronneged bihan, amprevaned, gwez ha plant… Ur glad naturel puilh ha dispar zo a-hed ar c’hanolioù e Breizh. Koulz war an dour pe a-hed an hentoù-halaj e c’hallot sellet a-dost ouzh ur bern spesadoù loened ha plant.

Kit e bourzh war ar c’hanolioù !
Treuzet eo Breizh eus an eil penn d’egile gant ar c’hanolioù a ra ul liamm etre ar morioù a hed gourenez Vreizh, ha tro a vez da welet a bep seurt lec’hioù kaer en-dro dezho. Pa’z eer hed-ha-hed ganto e vez graet anaoudegezh gant Breizh en ur mod all, kevrinusoc’h. Liesseurted ar vuhez a vez en he bleuñv en hentoù-dour-se hag obererezhioù a-leizh a vez pleustret eno, koulz war an dour ha war ar riblennoù. Ouzhpenn 10 vloaz zo e vez meret an hentoù bageal gant Rannvro Breizh. Kinnig a ra servijoù a galite war ar rouedad-se, deoc’h da dremen ur pennad amzer eus ar c’hentañ warni.
Ar c’hanolioù en ur mod all
Troioù-bale, kanoe, mont war varc’h, war velo… ouzhpenn bageal ez eo ar c’hanolioù e Breizh lec’hioù a-feson evit ur bern oberoù all. Digarez a vez ganto da lonkañ ur bannac’h avel fresk hag ivez d’anaout lec’hioù kaer a bep seurt e Breizh.
Buhez a bep seurt hag a-leizh
